Aller au contenu principal
Disponible

A zehou d'ar c'hounabr

lizhiri ur bargeder
Année de parution :
2006

 

« Da Gunming ez ez ? eme daou all. Eus Kunming omp ni ! Da belec'h ez i da lojañ ? » Ne ouzon ket tamm c'hoazh : pa ziskennin eus an nijerez e krogin da glask. Gant disfiz ha mantr e sellont ouzhin : "Kemmoù bras zo bet e Sina ! Prim ez eo aet war-raok ! " (« Hemañ n'eo ket mat e benn : mont da Sina hep aozañ e veaj ! » a oa da gompren. Seven eo Sinaiz avat, dam da se ned int ket didro.) Pedet oc'h amañ da lenn lizhiri an aozer d'e verc'hed p' emede gant ur veaj er c'hreisteiz da Sina, e dibenn ar c'hantved all, ur veaj e Sina wir, e Sina dec'hmeget, dre hec'h istor, hec'h ardremez, he sonerezh, hec'h arzoù, he yezh, he c'heginerezh, e ser tudennoù bras ha bugale vinik.